An tIúr (distaget [ən̠ʲ tʲuːɾˠ]), pe Iúr Cinn Trá (Newry e saozneg), zo ur gêr eus Hanternoz Iwerzhon. Emañ er c'hreisteiz da v-Béal Feirste, war lez stêr An Rí, war an harzoù etre kontelezh Aontroim ha kontelezh An Dún, tost a-walc'h da harzoù Republik Iwerzhon. Ar bedervet kêr vrasañ eo e Norzhiwerzhon, gant 26 967 a annezidi e 2011.

Ti-kêr An tIúr

E 1144 e voe savet ur manati sistersian eno, met roud a gaver eus ur gêr abretoc'h c'hoazh hag unan eus koshañ kêrioù Iwerzhon eo An tIúr.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.