Anders Behring Breivik

Anders Behring Breivik ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1979, zo un drouklazher norvegiat, iriennour awenet gant ideologiezh an tu dehou pellañ islamgasour ha frankizour (ezel eo bet eus Strollad an Araokaat, ur strollad poblelour, hag eus ul log vasonek kristen - Den Norske Frimurerorden -), hag en deus drouklazhet 77 Norvegad d’an 22 a viz Gouhere 2011 goude bezañ lakaet ur vombezenn da darzhañ e kêr Oslo (8 den lazhet), hag un hir a dagadenn gant armoù-tenn kaset war-raok en enez Utøya (69 den lazhet), dre gasoni ouzh ar varksouriezh, an islamegezh, hag ar gumuniezhouriezh, hervez ar pezh en deus disklêriet. En holl en deus lazhet 77 den ha gloazet 319.

Skeudenn Breivik

Abaoe ma z'eo bet touullbac'het en deus kemmet e awenoù ha mennoezhioù politikel, bremañ e embann bezañ faskour, nazi hag Odinist.

Levrlennadur kemmañ

  • Richard Millet, Langue fantôme suivi de Éloge littéraire d'Anders Breivik, Embannadurioù Pierre-Guillaume de Roux, 2012.
  • Laurent Obertone, Utøya, Embannadurioù Ring, 2013.