André Markowicz zo un troour a vicher diwar ar ruseg (pe ar rouseg, evel a weler skrivet gantañ), bet ganet e 1960 e Praha.

Troet en deus oberennoù Tchec'hov ha Dostoyevskiy e galleg, ha kenlabouret en deus gant Alan Botrel, Gwendal Denez, Koulizh Kedez ha Yann Varc'h Thorel da dreiñ un nebeud oberennoù rusek e brezhoneg, embannet holl e peurunvan. Gerioù nevez, deuet eus Preder pe fardet gant Kedez, a gaver ivez er skridoù.

Dimezet eo gant Françoise Morvan, a zo enebet ouzh ar brezhoneg (ur yezh n'eus ket anezhi, emezi) hag ouzh ar peurunvan implijet gant he fried, hag ouzh ar gerioù amprestet digant ar c'hembraeg, pa ne gomz na ne skriv kement-se nemet e galleg.

Troidigezhioù e brezhoneg kemmañ

Kavout a reer e anv e talbenn un toullad levrioù troet diwar ar ruseg e brezhoneg.

Troidigezhioù diwar ar brezhoneg kemmañ

Troet en deus Ar Basion Vras, kanet gant Annie Ebrel, e galleg, hag embannet e-barzh Anciennes complaintes de Bretagne, kensinet gant e bried.

Pladenn kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Skrivet gant Gennadi Aigi diwar-benn istor an droidigezh : [1] Diwar-benn al levr, gant an oberour : jSzMHPAhWIlR4KHYfvA58Q6AEINjAF#v=onepage&q=Markowicz%2C%20alan%20botrel&f=false