An androlla zo ur seurt silzig graet diwar gostezennoù moc'h, ha paprika, kignon, holen, graet e Galiza, e proviñs Ourense ha proviñs Lugo dreist-holl.

Lacón con grelos: silzig, androlla, gant patatez.

Gerdarzh kemmañ

Dont a rafe an anv eus ar ger gallek andouille, anduilh e brezhoneg; nemet an androlla zo graet gant kig malet, evel ar silzig, pa vez graet an anduilh peurvuiañ gant bouzelloù en o fezh.

Servijet e vez gant patatez. Poazhet e vez er forn, pe grilhet war an tan. Bep bloaz e vez goueliet e Viana do Bolo[1] da vare an Ened hag e Navia de Suarna[2]

Notennoù kemmañ