Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kêrioù Turkia
Ankara
Proviñs Ankara
Rannvro Kreiz Anatolia
Kod post 06XXX
Maer Mansur Yavaş (2019) (CHP)
Vali (prefed) Kemal Önal (2004)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 39°55' Norzh
Led 32°51' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Ankara

Ankara, (bet anvet Angora hag Ankiros en Henamzer), e Anatolia kreiz, a zo kêr-benn Durkia hag eil kêr vrasañ ar vro goude Istanbul. Emañ prefeti proviñs Ankara enni ivez. Ankaraiz a vez graet eus hec'h annezidi. P'emañ Ankara e uhelded 938 metr[1] eo kevandirel an hin gant ur goañv yen-tre ha kalz a erc'h o kouezhañ hag un hañv tomm ha sec'h. Ul linenn metro hag ul linenn metro bihan (an "Ankaray") a zo bet staliet. Kavet e vez enni traoù modern ha traoù kozh (aspadennoù roman hag ur c'hreñvlec'h bizantiat). Poblañs (2005) : 5 153 000.

Istor kemmañ

Kêr-benn Durkia eo deuet da vezañ ar gêr d'ar 1 a viz Gouere 1923 e-lec'h Istanbul a oa bet hini an impalaeriezh otoman, nebeut amzer a-raok ma voe embannet Republik Turkia gant Mustafa Kemal Atatürk.

Eus anv kozh ar gêr e teu an termen angora.

Savadurioù kemmañ

Mirdi sevenadurioù Anatolia

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ankara, Turkey: Latitude, Longitude and Altitude