Anna Aostria (1549-1580)

Anna Aostria (Cigales, Proviñs Valladolid, 1añ a viz Du 1549Badajoz, 26 a viz Here 1580), a oa arc'hdugez Aostria, deuet da vout rouanez Spagn ha Portugal dre he dimeziñ gant Fulup II Spagn, ha pevare pried dezhañ.

Anna Aostria (1549-1580), gant Alonso Sánchez Coello.
Anna Aostria, gant Bartolomé González y Serrano, 1616, eoullivadur war lien, 108,5 x 87 cm, Madrid, Mirdi ar Prado.
Skoed Anna Aostria, rouanez Spagn.

He buhez kemmañ

He bugaleaj kemmañ

 
An impalaerien Masimilian II hag e bried Maria Spagn gant o bugale: Anna, e-kreiz en traoñ, he daou vreur Rudolf hag Ernest.Poltred gant Giuseppe Arcimboldo (c.1563).

Ganet e oa e Cigales, e Kastilha, tostik da gêr Valladolid. Merc'h kentañ Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527–1576), ha Mari Spagn (1528–1603) e oa. He zad a oa kenderv da Felipe II, roue Spagn, hag a oa breur d'he mamm. Perak e oa ganet e Spagn? Peogwir e oa chomet he zud eno evel rejanted tra ma oa aet ar roue, hag impalaer, Carlos Iañ Spagn, da vale bro gant e vab Felipe, priñs Asturiez, en e zouaroù en hanternoz Europa, Italia, Alamagn, Flandrez.

E Spagn e oa ganet Anna eta, met da Vienna ez eas da chom gant he zud adalek he 4 bloaz. Ur ribitailh breudeur ha c'hoarezed he devoa.
Daou anezho, Rudolf ha Mazheas, a zeuas da vout Impalaerien Santel, hag he c'hoar Elesbed, a zimezas d'ar roue gall Charlez IX . He zud-kozh a-berzh mamm e oa Karl V, hag Izabel Portugal, tad ha mamm he gwaz ; he zud-kozh a-berzh tad e oa Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel, hag Anna Bohemia ha Hungaria. Mamm Karl V ha Ferdinand, he zadoù-kozh, e oa Juana de Castilla, lesanvet Juana la Loca ("Juana ar Follez"), ha honnezh all a oa merc'h da Ferdinant II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez.

Anna e oa bugel muiañ-karet he zad, a blije dezhañ c'hoari ganti. Un deskadurezh katolik he doe, goude ma oa troet he zad gant mennozhioù Luther.

He dimeziñ kemmañ

Evel merc'h henañ impalaer galloudusañ Europa e oa klask warni e lezioù ar rannved. He zud avat a glaskas he dimeziñ d'un infant spagnol abalamour d'al liammoù etre Habsburged an div vro. Kenkent e oa bet soñjet en he c'henderv, Don Carlos Spagn, priñs Asturiez, mab pennhêr hec'h eontr ha roue Spagn. Kefrisa dezhañ e voe e 1568, hogen mervel a reas ar priñs yaouank.

Adarre koulskoude e voe kaoz eus un eured spagnol pa varvas er gwentloù trede pried Felipe II, Elisabeth de Valois, e 1568. Intañv adarre e chome ar roue, ha dezhañ div verc'h yaouank.

Teir gwech dija e oa bet dimezet Felipe: da gentañ d'e geniterv Maria Manuela Portugal, da eil d'ur geniterv all, Mary Bro-Saoz, ha da drede da Elisabeth de Valois. O klask e bedervet gwreg e oa, evit kaout ur mab, rak pennhêr ebet n'en devoa ken goude marv Don Carlos.

Kenwadelezh anat a oa etre an danvez-priedoù, mouzhañ a reas ar pab Pi V un tamm a-raok reiñ e aotre. Sinet e voe ar c'hontrad eured en Madrid d'ar 24 a viz Genver 1570. D'ar 4 a viz Mae 1570 e timezas Anna d'hec'h eontr Felipe II e kastell Praha, dre hanterouriezh.

Anna a veajas neuze eus Aostria da Spagn, e diskar-amzer ar bloaz 1570, e kompagnunezh he breudeur Albert ha Wenzel.
Beajiñ a rejont dre an Izelvroioù, ma en em gavas gant kerent ha mignoned da Floris Montigny, breur yaouankañ Kont Horn. Montigny a oa bac'het e Spagn abaoe 1567. Dre ma oa ar roue o vont da addimeziñ e krede an tiegezh Montigny e vije bet pardonet. Anna a brometas e raje he seizh gwellañ da zivac'hañ Montigny.

Dilestrañ a reas e porzh Laredo, d'an 3 a viz Here.

E Spagn kemmañ

He bugale kemmañ

  1. Ferdinand, Priñs Asturiez (1571–1578), marvet da 7 vloaz
  2. Charles Laurence (1573–1575), marvet da 2 vloaz
  3. Diego, Priñs Asturiez (1575–1582), marvet da 7 vloaz
  4. Fulup III Spagn (1578–1621), roue war-lerc'h e dad,
  5. Maria (1580–1583), marvet da 3 bloaz

He marv kemmañ

Mervel a reas e 1580, goude genel he merc'h Maria, a varvas tri bloaz goude.

Poltredaoueg kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • J. Brouwer, Montigny, Representative of the Netherlands by Philip II (Amsterdam z.j. [1941]).
  • R. Rodríguez Raso, Maximiliano de Austria, gobernador de Carlos V en España: cartas al emperador (Madrid 1963).
  • Fernando González-Doria, Las Reinas de España (Madrid 1986).
  • A.W. Lovett, Early Habsburg Spain, 1517-1598 (Oxford 1986).
  • John Lynch, Spain 1516-1598. From nation state to world empire (Oxford 1991).
  • Geoffrey Parker, Philip II (Chicago / La Salle 1996).
  • Henry Kamen, Philip of Spain (New Haven / London 1997).
  • Manuel Ríos Mazcarelle, Reinas de España. Casa de Austria (Madrid 1998).
  • L. Cabrera de Córdoba, Historia de Felipe II, rey de España, J. Martínez Millán and C.J. ed the Carlos Morales (Madrid 1998).
  • Paula Sutter Fichtner, The Emperor Maximilian II (New Haven 2001).
  • Pedro Gargantilla, Enfermedades de los reyes de España. Los Austrias. De la locura a la impotencia de Juana de Carlos II el Hechizado (Madrid 2005).

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.