Annia Aurelia Galeria Lucilla

Annia Aurelia Galeria Lucilla (148 pe 150 – 182) a oa pried an impalaer roman Lucius Verus, a renas gant he zad.

Trede merc'h an impalaer Marcus Aurelius ha Faustina ar Yaouankañ e oa, ha c'hoar henañ an impalaer Commodus. Commodus a c'hourc'hemennas lakaat Lucilla d'ar marv goude un taol-stad c'hwitet a-enep dezhañ pa oa-hi 33 bloaz.

He buhez kemmañ

Ganet ha savet e voe e Roma en un tiegezh uhel ha bras e levezon. Gevelez e oa da Gemellus Lucillae, a varvas war-dro 150.E zud kozh a-berzh mamm e oa an impalaer Antoninus Pius ha Faustina an Henañ, hag he zud-kozh a-berzh tad e oa Domitia Lucilla hag an arc'hantour Marcus Annius Verus.

En 161 e voe aozet he dimeziñ da Lucius Verus a genrene gant he zad, hag en 164 e voe graet an eured, pa oa he fried 18 vloaz warni. Ha setu hi anvet da Augusta (titl).

Lucilla er filmoù kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ