Ansumane Mané (war-dro 1940 - 30 a viz Du 2000) a oa ur soudard eus Ginea-Bissau, bet e penn ar Stad e 1999.

Stourm a reas Mané ouzh ar Bortugaliz e-pad brezel dieubidigezh Ginea-Bissau. Goude dizalc'hiezh ar vro e skoazellas João Bernardo Vieira en taol-Stad 1980. E 1998 e voe tennet e garg dioutañ e gouarnamant Vieira. Diwar-se e krogas ur brezel diabarzh hag a echuas gant tec'hadenn Vieira e miz Even 1999. Mané a voe e penn ar Stad eus ar 7 d'ar 14 a viz Even ma voe lakaet Malam Bacai Sanhá da brezidant.

Enebiñ a reas ouzh gouarnamant Kumba Ialá ha lazhet e voe e rannvro Biombo d'an 30 a viz Du 2000.