John Anthony Burgess Wilson, a oa Anthony Burgess e anv-pluenn (25 a viz C'hwevrer 191722 a viz Du 1993) a oa ur skrivagner saoz hag ur sonaozer.

Anthony Burgess
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAnthony Burgess Kemmañ
Anv ganedigezhJohn Anthony Burgess Wilson Kemmañ
Anv-bihanJohn Anthony Kemmañ
Anv-familhBurgess, Wilson Kemmañ
LesanvAnthony Burgess Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 C'hwe 1917 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHarpurhey Kemmañ
Deiziad ar marv22 Du 1993 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhMonako Kemmañ
PriedLiana Burgess Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
ImplijerPrinceton University, University at Buffalo, Columbia University, skol-veur Birmingham Kemmañ
Bet war ar studi eXaverian College, Victoria University of Manchester Kemmañ
Deroù ar prantad labour1956 Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Korf an armeBritish Army Kemmañ
Oberenn heverkA Clockwork Orange Kemmañ
Diellaouet gantHarry Ransom Center, Institute for Contemporary Publishing Archives Kemmañ
Ezel eusRoyal Society of Literature Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Booker Kemmañ
Personal library atHarry Ransom Center Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Anthony Burgess

E romant anavezetañ eo A Clockwork Orange, a zo bet graet ur film diwarnañ gant Stanley Kubrick. Meur a levr all a embannas hag en o zouez e c'haller menegiñ Earthly Powers. Sevel a reas pennadoù skridvarnerezh evit kazetennoù evel The Observer ha The Guardian, ha studiadennoù diwar-benn skrivagnerien all, evel James Joyce pe Gerard Manley Hopkins da skouer. Un troer barrek e oa ivez ha treiñ a reas e saozneg Cyrano de Bergerac, Oidipous ar Roue pe c'hoazh an opera Carmen, gant Bizet.

Pezhioù sonerezh a savas ivez, ouzhpenn 250 anezho, daoust ma ne dapas ket kement a vrud war an dachenn-se ha ma reas evel romantour.

Ganet e voe Burgess e Harpurhey, e-kichen Manchester, e Lancashire, en ur familh baour. A-raok mont da skrivagner e voe soudard ha kelenner. Bevañ a reas e Malezia hag e Brunei, ha diwezhatoc'h er Stadoù Unanet, en Italia hag e Bro-C'hall.

Mervel a reas gant ur c'hrign-bev, d'an oad a 76 vloaz, e Londrez.

Liammoù diavaez kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.