Un aora, hervez ar c'hredennoù speredel, zo un evodad livek a sked diouzh korf un den, ul loen, pe un dra zoken. Hengounoù ezoterek a wel an aora evel ur c'horf soutil. Mezeien troet war ar psi pe an doareoù medisin hollistek a ro da grediñ alies int barrek da welet ar ment, al liv, hag ar froum eus un aora.

Skeudennadur un aora denel, hervez ur patrom treset gant Walter John Kilner (1847–1920)

Er medisinerezh dazeilat speredel e vez azaouezet an aora evel ul lodenn eus ur c'horfadur diwelus hag a ziskouez stad ur boud, hag ar yec'hed anezhañ. Rannet e vez ar c'horf-se e meur a greizenn nerzhel, anvet chakra en hindouegezh. Ar skiantoù n'o deus ket kadarnaet gwirvoud ar c'hoarvoudoù-se goude bout graet meur a arnod diwar-benn ar sujed-mañ.

Gerdarzh kemmañ

E latin hag en henc'hresianeg e talv aura kement hag avel, c'hwezh, pe anal. E diwezh an XIXvet kantved e voe implijet ar c'herienn da daolenniñ an evodadoù hag a skedfe tro-dro ar c'horf.