Ar Beskont daouhanteret

romant

Il visconte dimezzato zo ur romant italianek gant Italo Calvino e 1952. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Serj Richard dindan an talbenn "Ar beskont daouhanteret" hag embannet e 2016 gant Mouladurioù Hor Yezh.

Lodenn gentañ un heuliad tri romant eo, anvet I nostri antenati. An daou romant all zo anvet Il barone rampante (1957) hag Il cavaliere inesistente (1959).
E Bohemia hag en Italia an XVIIIvet kantved e c'hoarvez an istor.

An istor kemmañ

Ar beskont Medardo di Terralba hag e skoedour Curzio zo war an hent da-gaout arme an Impalaeriezh Santel da vrezeliñ ouzh an Durked, er XVIIvet kantved. Treuziñ a reont Bohemia ma ren ar vosenn. En emgann kentañ eo troc'het ar beskont en daou damm gant un tenn kanol.