Arbeit macht frei zo ul lavar alamanek a vez troet e brezhoneg gant al labour a ra an den dishual, pe el labour emañ ar frankiz.

E toull-dor Auschwitz I
KZ Groß-Rosen
KZ Dachau
Toull-dor kamp-bac'h Sachsenhausen.

Orin kemmañ

Er frazenn-se e kaver kelennadurezh Hegel, a wele ar frankiz el labour.

E 1872 e tiflukas ar gerioù "Arbeit macht frei" gant ar romantour Lorenz Diefenbachthe, ur broadelour alaman, ha lakaet e voent da ditl ur romant. Evel-se eo e voe brudet ar bomm e-touez broadelourien .

E 1928 e voe kemeret evel slogan gant gouarnamant Weimar da vrudañ o folitikerezh da gaout un dizober eus an dilabour, diwar batrom ur slogan all, "Stadtluft macht frei" ("Aer kêr a zishual (an den)").

Goude-se c'hoazh, e voe implijet gant ar gompagnunezh alaman IG Farben, skrivet en o holl labouradegoù, evit dic'hoantañ al labourerien da aozañ sindikadoù.

Miret e voe gant an NSDAP, ar strollad nazi, pa erruas e penn ar vro e 1933.

Met n'eo ket hini ebet eus ar sterioù kent zo bet roet diwezhatoc'h gant an nazied, a skrivas ar ger e meur a gamp-bac'h, hini Auschwitz dreist-holl, a oa stag ul lodenn anezhañ ouzh ul labouradeg kimiek a oa da IG Farben, ha ma labouras prizonidi evel ar c'himiour italian yuzev Primo Levi.

Levrlennadur kemmañ

  • Dirk Riedel: "Arbeit macht frei." Leitsprüche und Metaphern aus der Welt des Konzentrationslagers, in: Distel/Benz (Hg): Dachauer Hefte 22 (2006). ISBN 3-9808587-7-4
  • Wolfgang Brückner: Arbeit macht frei. Herkunft und Hintergrund der KZ-Devise, Opladen 1988. ISBN 3-8100-2207-1
  • Wolfgang Brückner in: Gedenkstättenkultur als wissenschaftliches Problem. KZ-Embleme in der Museumsdidaktik. in: "Kulturen – Sprachen – Übergänge - Festschrift für H. L. Cox zum 65. Geburtstag". Köln, Weimar, Wien 2000.
  • Andrea Woeldike, Holger Schatz: Freiheit und Wahn deutscher Arbeit. Hamburg 2001. ISBN 3-89771-805-7
  • Johannes Tuchel: Konzentrationslager, Berlin 1991. ISBN 3-486-41902-1
  • Eric Joseph Epstein und Philip Rosen: Dictionary of the Holocaust. Biography, Geography, and Terminology, Westport 1997. ISBN 0-313-30355-X
  • Rudolf Höß: Kommandant in Auschwitz. Autobiographische Aufzeichnungen von Rudolf Höß. dtv, 1978. ISBN 3-423-02908-0

Gwelout ivez kemmañ

  • Arbeit macht frei, sonenn gant ar strollad saoz The Libertines en 2004 en albom anvet The Libertines.
  • Diskan ur sonenn gant ar strollad punk-rock gall Guerilla Poubelle en o album Punk=Existentialisme embannet e miz Here 2007. Anv ar sonenn "Le travail rend libre", trodidigezh c'hallek o diskan alamanek.
  • Ur sonenn gant ar strollad punk-rock Arseniq33, eus Montréal, zo anvet Arbeit macht frei, war an albom Y'a des limites à faire dur.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.