Ur pennad Argoed zo ivez.
An Argoad
Koad Pempont, e kreiz ar vro
Koad Pempont, e kreiz ar vro
Anv(ioù) all Ar Gorre
Anv gallek Argoat, Arcoat
Geografiezh
Bro Breizh Breizh
Daveennoù
lec'hiañ
47°59′13″N 1°56′20″W
Gorread ? km²
Lein uhelañ (Roc'h Ruz) 385 m
Poblañs
Annezidi Breizhuhelad(ez)
Poblañs ? ann. (?)
Stankter ? ann./km²
Yezhoù Brezhoneg, gallaoueg, galleg
Relijion Katoligiezh
Istor
Donedigezh Homo Sapiens 35 000 kent J.K.
Donedigezh ar Gelted (La tène) Vvet kantved kent J.K.
Divroadeg ar Vretoned e Breizh Eus an IIIe betek ar Vvet kantved

An Argoad, pe ar Gorre e lec'hioù zo, a reer eus rannvroioù diabarzh Breizh. Enebet e vez ouzh an Arvor.

Gerdarzh kemmañ

Savet gant ar rakger ar (ha n'eo ket ar ger-mell), hag ar ger koad.

Dont a ra ar rakger ar eus un araogenn gozh, a dalveze e-kichen hag a adkaver er ger arvor hag er c'hembraeg ar, hag a vefe kar d'an araogenn c'hresianek παρα (para).

N'eo ket sklaer hag-eñ e teu an anv-se war-eeun eus ar brezhoneg pe eus ur stumm diwezhat eus ar galianeg.

Douaroniezh kemmañ

Ma 'z eus muioc'h a goadeier e kreiz Breizh (Koad Kenekann, Koad Pempont, Koad Loudieg, Koad Roazhon, Koad ar C'havr en o zouez), ne greder ket mui e oa goloet Arvorig ha Galia gant koadeier divent, rak hervez an arkeologourien e veze aret an darn vuiañ eus an douaroù en Henamzer.