Eon Arkean

Eoarkean
Paleoarkean
Mezoarkean
Neoarkean

An Arkean a zo un eon douarourel lec'hiet kent ar proterozoeg. Termenet eo gant an amzeroniezh kentoc'h eget gant ar stratigrafiezh ha n'eo ket bet anavezet e zerou gant ar Bodad Etrebroadel Stratigrafiezh en un doare ofisiel. Lec'hiet e vez peurliesañ etre 3800 milion a vloavezhioù ha 2500 milion a vloavezhioù zo, e diwezh an Hadean.

An Douar e-pad ar Arkean kemmañ

E deroù an Arkean e produe an Douar teir gwezh muioc'h a wrez eget hiziv hag e oa c'hoazh daougement ar wrez a hiziv e deroù ar Proterozoeg. Ar wrez ouzhpenn a c'hall bezañ bet dilerc'h ar wrez a oa da vare furmidigezh an Douar, gwrez a zeue eus furmidigezh ar galonenn houarn evit darn, ha degaset evit darn, hep mar, gant produerezh gwrez radiogenek ar radionuklidoù evel an uraniom 235


Kalz brasoc'h e oa e obererezh zouarourel. Moanoc'h e oa ar bluskenn ha rannet en un niver bras a blakennoù bihan gant kalz poentoù tomm, traoniennoù rift ha skaroù treuzfurmadur.

Betek fin an Arkean ne oa nemet rak-kevandirioù bihan hag a ziwalle an oberiantiz zouarourel greñv da douezañ. War dro ar poentoù tomm e furmas ar rak-kevandirioù-se. Meur a andon o-doa : magma mafek o teuziñ reier felsek, damdeuzadeg reier mafek pe treuzfurmadur reier felsek gouelezennek.

Ar fed da c'houzout hag eñ e oa un obererezh tektonek da vare an Arkean zo un dachenn studi eus ar geoskiant zo leun a vuhez hiziv an deiz[1]

Ne oa banne oksigen ebet e-barzh an atmosferenn. Heñvel a-walc'h e oa an hinad ouzh an hini a-vremañ, war a seblant, daoust d'an Heol bezañ kalz gwanoc'h, rak pinvidik tre e gazioù-efed-ti-gwer (CO2 dreist holl met metan ivez e oa an atmosferenn).

Douarouriezh an Arkean kemmañ

Daoust ma'z eus un nebeud mein koshoc'h, ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a zeus eus an Arkean pe eus penn an hadeeg. Kavout a reer reier arc'heek e Groenland, ar skoed kanadiat, kornôg Aostralia ha su Afrika. Daoust ma voe furmet ar c'hevandirioù e-pad ar maread-se, 7% ar c'hratonoù, hepken, a zo kenaozet eus reier arc'heek. Krediñ a reer e voe stummet 5-40% hepken eus ar grestenenn gevandirel e-pad an Arkean.

Ar reier eus an Arkean a vez alies goueledennoù treuzfurmet evel ar grauwacke, ar mein-lec'hid, ar goueledennoù volkanek hag ar Bandennadoù houarnek. Ur furmidigezh rizhel eus ar maread a zo ar Gourizoù a vein glaz, ur regennad a reier treuzfurmet izel hag uhel o ferzh. Ar reier uhel o ferzh a zeu eus gwaregoù eneziad tra ma deu ar re izel o ferzh eus goueledennoù morel. Krediñ a reer ez eo at Gourizoù a vein glaz roudennoù rak-kevandirioù kozh.

Ar vuhez da vare an Arkean kemmañ

Kavout a reer karrekaennoù sianobakteri, anvet stromatolitoù, e-pad an holl prantad-se, seul stankoc'h ma tostaer da ziwezh an eon. Kavet ez eus bet ivez karrekaennoù bakteri er gweleadoù chert[2]. Un nebeud karrekaennoù korr eus damani an arc'heae a zo bet anavezet ivez. Krediñ a reer e oa buhez war an Douar e-pad an holl Arkean. C'hoarvez a rae eus bevedegoù unkellik eeun hep kalonenn hepken, anvet Prokarioted[3]. N'eus ket bet kavet karrekaenn eukariot ebet, daoust ma c'hallfent bezañ diorroet e-doug an Arkean hep lezel karrekaenn ebet war o lerc'h[4].

N'eus roud karrekaet ebet kennebeut a gement a broufe bezañs bevedegoù mikroskopek o dije bevet er c'helligoù evel ar viruzoù.

Notennoù kemmañ

  1. Stanley, Steven M. Earth System History. New York: W.H. Freeman and Company, 1999. ISBN 0-7167-2882-6 p. 297-301
  2. Stanley, p. 307
  3. anvet morena gwezhall
  4. Stanley, pp. 306, 323