Arme Dieubidigezh Pobl Sina

Arme Dieubidigezh Pobl Sina (sinaeg: 中国人民解放军, pinyin: Zhōngguó Rénmín Jiěfàng Jūn) anvet da gentañ Arme Ruz Sina, eo nerzh lu milourel Republik Sina hag ar strollad komunour sinaat. Arme Dieubidigezh Pobl Sina a zo rannet e pemp skourr: an douarlu, ar morlu, an aerlu, ar banner roketennoù hag an nerzh harp strategiel. An unvezioù ledet dre ar vro a zo suj da unan eus ar pemp tachenn strategel. Arme Dieubidigezh Pobl Sina ezo an nerzh milourel brasañ a-fed niver a soudarded dre ar bed hag an eil a-fed ar budjed.

Arme Dieubidigezh Pobl Sina
armed forces, regular army
Rann eusArmed forces of the People's Republic of China, Strollad Komunour Sina Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Eos 1927 Kemmañ
AllegianceStrollad Komunour Sina, Republik Pobl Sina Kemmañ
Perzhiad eVostok 2018 Kemmañ
DiazezerStrollad Komunour Sina Kemmañ
Office held by head of the organizationChairman of Central Military Commission of People's Republic of China, Chairman of the Central Military Commission of the Chinese Communist Party Kemmañ
Ger-sturServe the People Kemmañ
Testenn ar ger-stur为人民服务 Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Perc'henn warQ24831692 Kemmañ
Sez sokialBeijing Kemmañ
Erlec'hiañ a raEighth Route Army, New Fourth Army, Northeastern People's Liberation Army, Ili National Army Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of the People's Liberation Army Kemmañ
Istorhistory of the People's Liberation Army Kemmañ
Commanded byXi Jinping Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://eng.chinamil.com.cn/, http://www.81.cn/, http://www.81.cn/?big=fan Kemmañ
Skoed ardamaez Arme Dieubidigezh Pobl Sina
Banniel Arme Dieubidigezh Pobl Sina

Unan eus an armeoù o vodernaat ar buanañ eo er bed gant galluster da zont da vezañ un nerzh milourel bras, gant nerzhioù difenn lec'hel kreñv met ivez nerzhioù kas. Sina eo an trede ezporzhier armoù er bed.

Kefridioù kemmañ

Penn ar C'huzul kreiz milourel Hu Jintao en doa displeget penaennoù Arme Dieubidigezh Pobl Sina:

  • Kreñvaat nerzh galloud ar Strollad Komunour
  • Gwareziñ riegezh Sina, anterinded an tiriad, ar surentezh diabarzh evit kenderc'hel an dioroadur vroadel
  • Difenn interestoù broadel Sina
  • Difenn ar peoc'h dre ar bed

Istor kemmañ

Eil brezel etre Sina ha Japan kemmañ

Krouet e oa bet Arme Dieubidigezh Pobl Sina d'ar 1añ a viz Eost 1927 e-pad Emsavadeg Nanchan pa oa bet soudarded eus ar C'huomintang (KMT) o emsevel a-dreñv Zhu De, He Long, Ye Jianying ha Zhou Enlai goude lazhadeg ar gomunisted gant Tchang Kai-chek. Graet e oa bet anezho Arme Ruz al labourien ha peizanted sinaat, pe simploc'h an Arme Ruz. Etre 1934 ha 1935, an Arme Ruz a oa deuet a-benn da zreistbevañ en desped da gampagnoù brezel lies kaset gant Tchang Kai-chek a-enep dezhi.