Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Arme Ruz Japan (japaneg: 日本赤軍, Nihon Sekigun) a zo un aozadur etrebroadel krouet gant Fusako Shigenobu e miz C'hwevrer 1971 pa droc'has gant Kevre Komunour Japan - Tuad an Arme Ruz.

Fusako Shigenobu (重信 房子)

Ne oa bet biskoazh ouzpenn 40 ezel en holl er strollad met daoust da se e oa hennezh unan eus ar strolladoù a rae gant ar feulster a vez ar muiañ a aon razañ.

Liammoù strizh en deveze Arme Ruz Japan (ARJ) gant Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP). Da dibenn ar bloavezhioù 80 ne veze kaset da benn taol ebet e Japan gant ARJ ha sujet e oa deuet da vezañ da d-TBDP evit an arc'hant, ar stummadur hag an armoù en deveze ezhomm oute.

Pal ARJ a oa skarzhañ gouarnamant Japan hag ar rouantelezh ha kregiñ gant an dispac'h dre ar bed-holl.

Tagadenn kannadur ar Frañs gant an Arme Ruz Japanaat en Hague 15 a viz Gwenegolo 1974

Harzet e voe Fusako Shigenobu e miz Du 2000 e Osaka pa zistroas dre guzh da Japan eus Liban tamallet da vezañ bet e penn eus meur a daol dre feulster, en o zouez skrapadennoù ha meuntroù.

Meur a ezel a zo bet harzet ha bac'het gant Japan, met lod all a van en entrenvro a diaezet eo da Japan barn pe bac'hañ anezhe rak a broioù e-lec'h m'emaint a nac'h o c'has en-dro da Japan. Da skouer, Kozo Okamoto a gemeras pèrzh en taol bet kaset da benn en un aerborzh e Stad Israel ha barnet ha bac'het ivez du-hont. E 1985 avat e voe dieubet da vare un eskemm etre prizonidi israelat ha palestinat. Goude bezañ bac'het e oa bet en-dro e Liban tamallet da vezañ savet tremen-hentoù faos e voe bet roet bod politikel dezhañ gant ar ar vro-se hag a nac'has kas anezhañ en-dro da Japan abalamour m'en doa stourmet a-enep da Israel.

Lod all a vez kavet ivez e Republik Poblek ha Demokratel Korea (Korea an Norz), bet roet bod dezhe gant gouarnamant ar vro-se ivez. C'hoant en defe Japan e vefent kaset en-dro d'o bro evit ma c'hellfent bezañ barnet eno, met nac'hañ a ra Norz Korea. Ur skoilh demokratel eo hennezh etre an div vro-se.

Etre ar bloavezhioù 97 ha 80, Arme Ruz Japan a gasas da benn meur a daol kriz pe grisoc'h dre ar bed, da skouer :

  • Miz Meurzh 1970: skrapet gant 8 ezel eus ARJ ur c'harr-nij japanek e Tokyo. Leusket e voe da vont an 129 bet skrapet gant ar c'harr-nij. Kaset e voe ar c'harr-nij betet Norz Korea e-lec'h ma vanas ar skraperion.
  • Miz Mae 1972: un taol dre vintrailherez ha grenadennoù e aerborzh Tel Aviv. Mervel a reas 17 den ha gloazet e oa bet 80 den all. En em lazhañ a reas daou eus an dud kiriek d'an taol.
  • Miz Mezheven 1973: sikouret e oa bet Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP) gant Arme Ruz Japan (ARJ) da skrapañ ur c'harr-nij japanek. Leusket e oa da vont ar veajourion a-raok lakaat ar c'harr-nij da darzhañ.
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける