Arouezioù ar faraoned

Ar faraon a oa ur roue hollc'halloudus. Arouezioù e c'halloud a oa gantañ :

  • War e benn e oa ur c'hoef anvet an "nemes". Warnañ e oa ur c'hobra hag ur falc'hun, loened lidet evel doueed. Gwarezet e oa ar faraon ganto.
  • A-wechoù e c'helle kaout war e benn kurunennoù Ejipt : kurunenn a Ejipt Uhel ha kurunenn Ejipt Izel. An div asambles a rae ar "pschent".
  • Dougen a rae en e zaouarn bazhoù e c'hlloud : ur vazh mesaer hag ur freilh. Arouezioù e oant eus al labour-douar.
  • Erfin ar faraon en doa ur barv-faos, ha pa vije ur vaouez. Arouez an doueed e oa.