D’an 26 a viz Gouere 1955 e oa bet ganet Asif Ali Zardari, politikour ha prezidant Pakistan etre an 9 a viz Gwengolo 2008 hag an 8 a viz Gwengolo 2013.

Asif Ali Zardari

Gwaz da Benazir Bhutto eo.

Brud fall zo warnañ pa'z eo bet lakaet tost 10 vloaz en toull-bac'h (etre 1990 betek 1993 hag etre 1997 betek 2004) evit aferioù goubrenerezh. Lesanvet e oa "Aotrou 10%" pa oa e wreg e penn ar vro rak sañset ez ae ul lodenn eus pep kevrat en e c'hodell.