Asteria (Ἀστερία e gregach) a oa merc'h d'an Titan Koios ha d'e c'hoar Foibe, ha c'hoar da Leto e mojennoù Hellaz kozh.

Asteria ha Foibe en Aoter Pergamon.

Hervez Hesiodos e oa mamm da Hekate, engehentet gant Perses an Titan hervez lod, Perses mab Helios hervez lod all.

Mojenn kemmañ

Karet e oa gant Zeus a rede war he lerc'h. Klask tec'hel a reas-hi, treiñ e koailh, ha splujañ er mor.