Un atant, ur menaj, un tiegezh zo ul lec'h war ar maez ma vez labouret douar ha maget loened.

E Belgia
En Izelvroioù, 1872

Hervez ar broioù e kemm ar pezh a vez gounezet en douar : ne vez ket gounezet orañjez, gwini na kafe e pep atant.

E Breizh gwechall e veze labouret an douar gant kezeg, gounezet ed en douaroù mat, segal pe ed-du en douaroù paour, legumaj war an aod, avaloù-douar e pevar c'horn ar vro, ha maget saout ha moc'h e pep atant. Ret e oa d'an atant magañ an tiegezh da gentañ, ha gwerzhet e veze pezh a c'halled.

Kemmoù bras zo bet abaoe ar bloavezhioù 1960. E lod atantoù zo e vager saout evit gwerzhañ o laezh dreist-holl, e re all evit gwerzhañ o c'hig. Pa vez moc'h e vez gounezet maiz evit o magañ, pa ne oa ket er vro a-raok an Eil Brezel-bed.

Geriaoueg kemmañ

Kalz gerioù zo e brezhoneg da envel un atant.

Rannoù kemmañ

Evit al loened

Marchosi ar c'hezeg, kraou ar moc'h ha hini ar saout, kouldri an dubeed.

Evit ar binvioù
  • Karrdi, skiber.