Avaloù kontell, pe avaloù da zebriñ, a vez graet eus gouennoù avaloù a zo mat da zebriñ, en kriz pe en poazh, e-skoaz ar gouennoù avaloù sistr a ranker tennañ o chug anezho d'e dreuzfeurmiñ dre c'hoiñ.

Dont a ra an anv deus ar fed n'eus ezhomm nemet ur gontell an aliesañ (pe beñveg ebet) evit galloud debriñ anezho. A-wechoù e vez renket en o zouez an avaloù da boazhañ.