Azzo VIII d'Este (marvet d'an 31 a viz Genver 1308) a oa markiz Ferrara, Modena ha Reggio eus 1293 betek e varv.

Markiz e voe war-lerc'h marv e dad, Obizzo II. Damveneg a ra Dante en Inferno, en dije muntret e dad. Lavarout a ra ivez e oa e hantervab, met n'eo ket sklaer pe e oa lezvab pe mab bastard.

E penn kentañ e amzer-ren ne reas nemet brezeliñ : gant Padua, pa voe anvet da varkiz, gant Parma ha Bologna e 1295-99. Tamallet e voe dezhañ muntr priñs Bologna, Jacopo del Cassero, a enebe ouzh e raktresoù.

Dimeziñ kemmañ

Brudet-kaer e oa an emglev a reas gant Charlez II Naplez evit e verc'h yaouankañ, Beatrice. Skrivañ a reas Dante diwar-benn Charlez "e veze gwelet evel un den a werzhe e verc'h hag a rae marc'had warni evel ma ra morlaeron gant sklavezed." Chomet eo ar c'hontrad-eured e dihelloù Este : gant Azzo e voe roet 51,000 florin d'e dad-kaer, da vezañ postet e douaroù en e rouantelezh hag e-lec'h ma karje en aferioù e vab-kaer, gant promesa da reiñ hêrezh Este d'ar mab henañ, kontrol d'ar pezh a veze graet a-raok, pezh a dalveze kement ha dishêrañ breur Azzo, Francesco d'Este.

Lidet e voe an eured war an ton bras evel ma teree. Modena ha Reggio a emsavas e 1306 abalamour ma oa bet klasket o reiñ da v-Beatrice evel argouroù, pa oa ar boaz d'ober gant an trederannerezh.

Francesco d'Este a guitaas Ferrara pa zegouezhas Beatrice hag a eas gant ar c'heodedoù kevredet a-enep da Azzo e 1306, da virout outañ a ren e Lombardia a-bezh.