Bae Baffin (Baffin Bay e saozneg, Baie de Baffin e galleg ha Saknirutiak Imanga en inuktitut) zo ul ledennad dour en en astenn etre Greunland er reter, Enez Baffin er c'hornôg hag Enez Ellesmere en norzh. Liammañ a ra ar Meurvor Atlantel, er su, ouzh Meurvor Arktika en norzh ; 1130 km eo e hirded vuiañ eus an norzh d'ar su. E-pad ul lodenn vras eus ar bloavezh ne c'haller ket merdeiñ ennañ dre m'eo skornet an dour.

Bae Baffin
mor
Rann eusMeurvor skornek Arktika Kemmañ
Anvet diwarWilliam Baffin Kemmañ
StadKanada, Greunland Kemmañ
E tiriadGreunland, Nunavut Kemmañ
Daveennoù douaroniel74°0′5″N 67°59′47″W Kemmañ
AdstêrioùKuugaaluk Kemmañ
Diazad doureierArctic Ocean basin Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Baffin Bay Kemmañ
Map
Bae Baffin

Annezet eo trowardroioù Bae Baffin abaoe war-dro 500 kent J.K., gant Inuited. Anavezet eo gant tud Europa abaoe 1585 hag ergerzhet e voe da vat e 1616 gant ar moraer saoz William Baffin. En enor dezhañ eo bet anvet Mor Baffin hag Enez Baffin.