Ar bain-marie (distaget [bɛ̃ ma'ʁi] ; anv gallek ha saoznek), a dalvez kement ha "kibellad Maria", anvet ivez dourgib[1] ha poazhadenn[2] e brezhoneg, zo un doare da boazhat goustadik, gant ul lestr lakaet e-barzh dour tomm. un doare da virout traoù tomm eo ivez.

Ur bain-marie war an tan
Bain-marie da boazhat chokolad

Gerdarzh kemmañ

Ent-resis, ur bain-marie zo ul lestr plat ha bas ma lakaer dour tomm a servij da dommañ ar boued a zo en ul lestr all. Dont a ra eus balneum Mariae, "kibellad Maria" e latin ar Grennamzer.
Marteze e teu an anv eus an doare c'hwek da dommañ ar boued, met ar Varia-se a vez lakaet kentoc'h da vezañ Mariam ar Yuzevez, c'hoar Aaron ha Moizez hervez an Testamant Kozh (Ermaeziadeg|Er. 15:20) ha diazezerez an alkimiezh[3]. Balne od Mary e veze e krennsaozneg e dibenn ar XVvet kantved a-raok treiñ d'ar galleg bain-marie end-eeun betek ar XVIIvet kantved[4] ; bain-marie ha double boiler "kastelodenn doubl" a implijer hiziv.

Meizad kemmañ

Ar bain-marie zo un doare da dommañ goustad, dre dommañ dour goustad. An dour eo an hanterour. Lakaet e vez ar meuz da dommañ en un endalc'her bihan, hag an endalc'her bihan-se e-barzh unan bras leun a zour, ha hennezh eo a vez lakaet war an tan. Evel-se eo an dour a vez tommet da gentañ, en endalc'her bras, hag an dour pa vo tomm a dommo ar meuz a zo en endalc'her bihanoc'h, en un doare goustad, unvan.

Hollret eo e stokfe al lestr diabarzh (bihanoc'h) ouzh an dour, mod all ne dremeno ket an tommder eus an eil lestr d'egile. Dre implijout meur a zoare dourenn e lestr an traoñ (eoul, dourennoù sall, etc) e labourer gant meur a [[gwrezverk|wrezverk. Arabat eo e virfe an dour avat, setu ez eo ret e vefe yenoc'h eget 100 °C.

Teuziñ chokolad a reer gant ur bain-marie, kuit da zeviñ ar chokolad.

Istor kemmañ

Hervez ar c'himiour alaman Edmund von Lippmann (1857-1940) e oa bet deskrivet a doare-poazhat-se gant Hippokrates C'hios, mezeg ha matematikour hellazat eus ar Vvet kantved kent JK, hag ivez gant an naturoniour Theophrastos er IVvet kantved kent JK.

Emled implij ar bain-marie zo lakaet war gont Alberzh Veur.

Kentañ meneg eus an anv latin Balneum Mariae zo eus deroù ar XIVvet kantved, er Rosarium lakaet war gont Arnaud de Villeneuve.

Notennoù kemmañ

  1. Chantal ha Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Geginouriezh, Preder, 2011, p. 35 ; Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, p. 134
  2. Soaz an Tieg & Jakez Konan, Gerioù ar gegin, An Amzer, 1981, p. 14
  3. (fr) Geriadur Le Robert.
  4. (en) Online Etymology Dictionary