Banaba, anvet ivez Ocean Island, zo un enezenn gouralek e Republik Kiribati, er c'hornôg d'an Inizi Gilbert, hag er reter da Nauru. Enni emañ al lec'h uhelañ e Kiribati, gant 81 m. Fosfat zo enni, evel e Nauru ha Makatea.