Ar Banda Oriental (Banda Oriental do Uruguai e portugaleg) eo an anv roet etre ar bloavezhioù 1618 ha 1830 d'an douaroù e Suamerika er reter d'ar Río Uruguay ha d'ar Río de la Plata hag a oa en impalaeriezh Spagn. Klotañ a ra an douaroù-se gant Uruguay (República Oriental del Uruguay) hag un nebeudig douaroù a zo e Rio Grande do Sul e Brazil.

Ar Banda Oriental, hervez Alonso de Santa Cruz, er XVIvet kantved.

E deroù ar XVIIvet kantved e veze kaoz gant tud Asunción (e Paraguay) eus ur Banda Oriental pe gentoc'h eus ar Banda de los Charrúas (un anv a veze graet ivez eus Entre Ríos) abalamour m'edo ar bobl Charrúa o vevañ eno, evit ober anv eus an dud a oa tost da La Mar del Norte, an anv roet d'ar Meurvor Atlantel gante.

An hanternoz d'ar Banda Oriental a veze anvet Mbiazá, Ybiazá, Ibiazá pe Ybiaçá er yezh guarani. En hanternoz d'an douaroù-se e oa tud La Guayrá pe La Pinería, a glot gant stad Paraná e Brazil hiriv, douaroù a oa dindan reol Asunción da neuze.

E dibenn ar XVIIvet kantved en em astenne Ibiazá (pe La Vera hervez an anv spagnolek), en un dachennad vras a oa enni arvor Santa Catarina, stad Paraná, tra ma veze graet Banda Oriental eus Campanha de Rio Grande de São Pedro (maezioù Río Grande de San Pedro) ha Rio Grande do Sul (hervez Portugaliz).

En 1618 e voe staget ar Banda Oriental en ofisiel ouzh reol Río de la Plata (Gobernación del Río de la Plata).

En 1775 e voe krouet melestradurezh ar Banda Oriental gant Montevideo da gêr-benn. Dindani e oa an douaroù a zo hiziv en Uruguay, ha stadoù Rio Grande do Sul ha Santa Catarina. Met an trevadenniñ portugalat e kornad ar "Rio Grande de São Pedro" hag e tolead ar Sete Povos das Missões a reas d'an anv "Banda Oriental" koazhañ betek chom war an douaroù a yeas d'ober Uruguay hiziv hepken.

En 1777 e voe sinet Feur-emglev San Ildefonso, ha dont a reas ar rannvro-se da vezañ douar spagnol, ha staget neuze ouzh besrouantelezh Río de la Plata betek 1811, pa voe diskaret ha pa deuas da vezañ Proviñs Reter Río de la Plata.

Kartenn eus Uruguay

Liammoù diavaez kemmañ