Bangka zo unan eus inizi Indonezia. Emañ er reter da enez Sumatera, dispartiet diouti gant strizh-mor Bangka, dezhañ etre 11 ha 27 km led. Un tamm eus proviñs Bangka-Belitung eo. Pangkalpinang eo ar gêr vrasañ.

Enez Bangka en enezeg Indonezia

En em astenn a ra enez Bangka war 11 942 km² hag annezet eo gant war-dro 400 000 a dud. Gounit a reer pebr en enezenn ha pouezus eo obererezh ar mengleuzioù staen enni ivez.