Ur banniel-staon a zo ur banniel hag a vez lakaet ouzh ur wern e staon al listri. Dre vras eo ouzh staon al listri brezel, pe a-wechoù gouarnamantel, eo e vez gwintet, pa vez al lestr er porzh, pe pa vez ul lid bennak. Disheñvel-tre e c'hall bezañ ouzh ar banniel broadel, met pa vez disheñvel ar banniel-mor pe morlu diouzh an hini broadel, eo ar banniel broadel a ra evit banniel-staon. An holl vroioù n'o devez ket ur banniel-staon.

Banniel staon Iwerzhon, dishañval-bras diouzh ar banniel broadel.

Implijoù all kemmañ

En un doare diofisiel e c'hall bezañ implijoù all. Ar Brittany Ferries a laka Banniel Breizh da vanniel-staon.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.