Bannieloù aroueziañ war vor

Kod Etrebroadel an Arouezioù (ICS / International Code of Signals) a reer eus ur reizhiad arouezioù hag a ro tro da forzh pe vag er bed da eskemm kemennadennoù gant forzh pe lestr all.
E miz Gwengolo 1965 e voe degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet gant an IMCO/OMCI (Inter-Governmental Maritime Consultative Organization/Organisation Maritime Consultative Intergouvernementale)[1].

Savet eo diwar 26 arouez al lizherenneg latin hag an dek sifr eus 0 da 9.
Gitonioù eo al lizherennoù A ha B, bannieloù al lizherennoù C betek Z ; bannieloù dibar a anver seizennoù e yezh ar voraerion eo ar sifroù.
Ouzhpenn ar 36 arouez-se ez eus 4 all, tric'hornek o stumm, hag a dalvez da addiskouez un arouez kent pa ne vez ket a-walc'h ag arouezioù e bourzh.

Meur a zoare zo da implijout an arouezioù :

  • a lizherenn da lizherenn evit digejañ ur giminiadezh ;
  • dre ster etrebroadel pep arouez ;
  • dre vodañ arouezioù da stummañ ur ster etrebroadel anavezet gant pep lestr a-drugarez d'un teuliad hag a chom e bourzh — ar SHOM 32 eo evit Breizh ha Bro-C'hall[2].

Ouzh un driñs e vez diskouezet an arouezioù, eus al laez d'an traoñ en ul lezel lec'h evit un arouez etre pep ger.

Kod al lizherennoù ha talvoudegezh kemmañ

Ouzhpenn aroueziañ ul lizherenn dre ziskouez e vez anvet pep banniel hervez kod an nijerezh trevourel, bet termenet gant an ICAO||OACI (International Civil Aviation Organization||Organisation de l'Aviation Civile Internationale).
Pep banniel a zoug ur gemennadenn dispar, pa ne vez ket savet en e unan pe vodet gant unan arall.

A ALFA  
« Splujer dindan vor ; chomit a-vaez ha mordoit gorrek. »
B BRAVO  
•••
« O kargañ, o tiskargañ pe o tougen danvez dañjerus. »
C CHARLIE  
1. « Ya. »
2. « Diogelus e oa ar gemennadenn gent. »
D DELTA  
• •
« Chomit a-vaez din, diaes eo din leviata. »
E ECHO  
« Kemmet ma fenn, emaon o tont war stribourzh. »
F FOXTROT  
• •
« Distur emaon ; deuit e darempred ganin. »
G GOLF  
— —
1. « Ul loman am eus ezhomm. »
2. Pesketa : « Emaon o c’horren ma rouedoù. »
H HOTEL  
• • • •
« Loman e bourzh. »
I INDIA  
• •
« Kemmet ma fenn, emaon o tont war vabourzh. »
J JULIET  
— — —
1. « Chomit a-vaez ; tan-gwall e bourzh ha danvez dañjerus ganin. »
2. « Danvez dañjerus o fuañ. »
K KILO  
1. « Fellout a ra din mont e darempred ganeoc’h. »
2. « Komzit. »
L LIMA  
• •
1. « Chomit a-sav diouzhtu. »
2. Er porzh : « Lestr e dale-porzhiañ. »
M MIKE  
— —
« Paouezet eo ma bag ha n’he deus ket a herr ken. »
N NOVEMBER  
1. « Nann. »
2. « Nac'hus e oa ar gemennadenn gent. »[3]
O OSCAR  
— — —
« Un den er mor. »
P PAPA  
— —
1. Er porzh : « An holl dud da vont e bourzh, ret d'ar vag mont kuit.
2. War vor, pesketa : « Sac’het eo ma rouedoù. »
3. War vor, dre son: « Ul loman am eus ezhomm. »
Q QUÉBEC  
— —
« Salv eo ma bag, goulenn a ran gwir da dremen. »
R ROMEO  
Arouez argerzhadur - Ne vez ket implijet en e unan
S SIERRA  
• • •
« War-souz emaon. »
T TANGO  
Pesketa : « Chomit a-vaez, emaon o pesketa a-zaou. »
U UNIFORM  
• •
« Emaoc’h o vont war goll. »
V VICTOR  
• • •
« Sikour am eus ezhomm. »
W WHISKEY  
— —
« Ur mezeg am eus ezhomm. »
X X-RAY  
• •
« Paouezit da embreger ha taolit pled da 'm arouezioù. »
Y YANKEE  
— —
« Emañ ma eor o stlejañ. »
Z ZULU  
— — • •
1. « Ur ramoker am eus ezhomm 
2. Pesketa : « Emaon o teuler ma rouedoù. »

Arouezioù div lizherenn enno kemmañ

Kemennadennoù resis a c'heller kas dre implijout 2 lizherenn ; kantadoù anezho zo er SHOM 32, pa glasker plediñ gant kement darvoudenn hag a c'hellje c'horvezout pa vezer o verdeiñ.
Setu amañ un nebeud anezho.

AC     « Dilezel a ran ma lestr. »
BR     « Goulenn a ran ur viñsaskell diwar vall. »
CL     « Kinniget em eus sikour, met nac'het eo bet.»
DX     « Emaon o vont d'ar strad. »
EP     « N'ho kwelan mui. »
FO     « Chom a rin en o kichen. »
GZ     « An holl dudzo bet saveteet. »
HD     « Ha gallout a ran treuzkas an dud saveteet d'ho pourzh ?. »
IO     « Ne'm eus splujer ebet. »
JK     « Emaon sko er gourlen. »
KC     « Liñvet eo ma stradoù. »
LI     « Buanaat a ran. »
MY     « Dañjerus eo chom a-sav. »
NH     « E-maez pep dañjer emaoc'h. »
OI     « Ne'm eus radar ebet. »
PQ     « Kit tostoc'h d'an aod. »
QU     « Berzet eo eoriañ. »
RL     « Lazhit hoc'h ijinoù diouzhtu. »
SD     « N'on ket prest da vont kuit. »
TH     « Merdeit gant evezh. Emaoc'h o trivañ war-du ma rouedoù. »
UQ     « Gortozit a-vaez d'ar porzh. »
VO     « Ha skorn zo bet war ho hent ? »
WL     « Ar skorndorrer a baouez da labourat e-pad an nozvezh. »
XP     « Emaon difiñv en ul latar stank. »
YM     « Piv zo ouzh ma gervel ?. »
ZE     « Deuit da hed arouezioù gweledel. »

Kod ar sifroù kemmañ

Seizennoù int, evit o diforc'hañ diouzh gitonoù ha bannieloù al lizherennoù.

0 NADAZERO  
1 UNAONE  
2 BISSOTWO  
3 TERRATHREE  
4 KARTEFOUR  
5 PANTAFIVE  
6 SOXISIX  
7 SETTESEVEN  
8 OKTOEIGHT  
9 NOVENINE  

Ar bannieloù ZA a ziskouezer evit lavarout « C'hoant am eus da gehentiñ ganeoc'h. ».

Ar sifr a ziskouezer da heul ZE a resisa ar yezh :

ZE0 : en izelvroeg
ZE5 : en italianeg
ZE1 : e saozneg
ZE6 : e japaneg
ZE2 : e galleg
ZE7 : e norvegeg
ZE3 : en alamaneg
ZE8 : e ruseg
ZE4 : e gresianeg
ZE9 : e spagnoleg

Bannieloù erlerc'hiañ kemmañ

Pa ne vez nemet ur rumm arouezioù e bourzh ne c'heller ket diskouez meur a wech an hevelep banniel en ur bomm ; gant banielloù erlerc'hiañ e reer neuze.

Bannieloù erlerc'hiañ
Erlerc'hier 1   Evit addiskouez ar banniel kentañ.
Erlerc'hier 2   Evit addiskouez an eil banniel.
Erlerc'hier 3   Evit addiskouez an trede banniel.
Erlerc'hier 4   Evit addiskouez ar pevare banniel.
Skouerioù
SN1M         « SNSM »
TRUM4           « TRUMM »
NA13         « NANN »
BAR32D             « BARRAD »

Kod AFNA kemmañ

Ouzhpenn lizherenneg etrebroadel an arhentañ mor e ra AFNA gant ar c'hod ATP 1A (Allied Tactical Publication n°1-A) evit pellgehentiñ etre listri-brezel.
A-wechoù e vez feurmet pe zeoget listri gant AFNA ; dre ma 'z eo ATP 1A ur c'hod dangel evit an difenn e rank al listri brezel pellgentiñ gant al listri all dre ar c'hod etrebroadel. Ur seizenn arbennik, anvet « seizenn ar c'hod » – Answer e saozneg – a vez gorreet kent ar gemennadenn neuze, evit merkañ e rank bout lennet e SHOM 32 e-lec'h ATP 1A.

 
ANS   Answer « Respont » / Code « Kod »
0  
1  
2  
3  
4  
5  
6  
7  
8  
9  
CORPEN   « Hent kemmet »
DESIG   Designation « Dezanvadur »
DIV   Division « Rann »
EMERG   Emergency « Mall »
FLOTILA   Group « Strollad / Flodilh. »
FORM   Formation « Furmadur. »
INT   Interrogation « Goulenn »
NEGAT   Negative « Nann »
PORT   Port « Babourzh »
PREP   Prepare « Prientit »
SCREEN   Screen « Skramm »
SPEED   Speed « Tizh. »
SQUAD   Squadron « Skouadrenn »
STATION   Station « Arsav »
STBD   Starboard « Tribourzh »
SUBDIV   Subdivision « Isrann »
TURN   Turn « Troit »

Notennoù kemmañ

  1. Adanvet IMO/OMI (International Maritime Organization/Organisation Maritime Internationale) e 1982.
  2. (fr) SHOM 32
  3. Ne c'hall al lizherenn-mañ bout kaset nemet dre ziskouez pe dre son ; ret eo implijout an arouez « NO » evit e gas dre vouezh pe dre skingomz.