Barry Flanagan (11 a viz Genver 1941 e Prestatyn (Kembre) – 31 a viz Eost 2009 en Ibiza) a oa ur c'hizeller breizhveuriat brudet dreist-holl peogwir e save delwennoù gedon.

Drummer, gant Barry Flanagan

E vuhez kemmañ

Barry Flanagan a studias e Birmingham College of Art and Crafts (1957-1958) hag e kendalc'has e St. Martin's School of Art Londrez e 1964. Flanagan a voe diplomet e 1966 hag e kelennas neuze e St. Martin's School of Art hag er Central School of Arts and Crafts (1967-1971). E 1972 hag e 1982 e voe diskouezet e oberennoù en Documenta (5 ha 7) e Kassel. Flanagan eo an arzour e voe dibabet e anv ar Rouantelezh-Unanet da-geñver diskouezadeg daouvloaziek Venezia e 1982. Ur c'hillsell ouzh e oberenn a voe aozet er Fundación 'La Caixa' Madrid e 1993, hag ar memes diskouezadeg a voe kinniget e Mirdi Arzoù-kaer Naoned e 1994.

Gedon arem Flanagan a zo bet diskouezet e meur a lec'h en diavaez evel e Park Avenue e New York e 1995 ha 1996 hag e Grant Park e Chicago e 1996. E 1999 e voe gouestelet un diskouezadeg d'e oberennoù e Xavier Hufkens e Brusel, hag unan e 2000 e Tate Gallery Liverpool. Un diskouezadeg alla voe aozet e 2002 er Kunsthalle Recklinghausen en Alamagn. Ar memes diskouezadeg a voe ivez e Mirdi Arz modern hag arz a-vremañ Nisa.

 
Thinker on a Rock e Dulenn

An delwenn anvet "Thinker on a Rock" a c'haller gwelout er mare-mañ e Washington University in St. Louis. Lesanvet eo al lapin gant ar studierien, hag emañ e-kreiz ar skol-veur, e-kichen Olin Library eWashington University Danforth Campus. Un delwenn all anvet "Thinker on a Rock" a zo ivez e liorzh delwennoù National Gallery of Art e Washington, D.C[1]. En delwenn-se e weler ar c'had (tem pennañ oberenn Flanagan eo, abaoe ma welas, er bloavezhioù 1980, ur c'had oc'h en em ziskouez dirazañ) asambles gant dalc'h Ar Soñjour gant Auguste Rodin (1880).

An delwenn anvet "Large Left-Handed Drummer" a voe diskouezet d'ar 24 a viz Even 2007 en Union Square (New York City) [2].

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.