Batasuna (Unaniezh) a zo ur strollad politikel hag a stourm evit dizalc'hiezh Bro-Vask. Sokialour, ekologour, benelour ha difenn gwirioù ar Vasked eo diazez o folitikerezh. Diazezet e oa bet e 2001 hag en em zivodet en deus d'an 3 a viz Genver 2013. Berzet e oa bet ar strollad gant Lez-varn veur Spagn e 2003 abalamour d'al liammoù o dije bet gant ETA.