Ur pennad Belbo (disheñvelout) zo ivez.

Ar Belbo (Berb pe Belb e piemonteg) zo ur froud a 95 km hed (469 km² an dourva anezhañ) e mervent Piemonte, anezhañ adstêr bennañ an Tanaro war e lez dehoù, goude degemer ar Bormida. Eieniñ a ra e-kichen Montezemolo, ha treuziñ teir froviñs : proviñs Cuneo, hini Asti hag hini Alessandria. Kemberiñ a ra en Tanaro e-tal kêr Alessandria.