Belfegor pe Baal Fegor (hebraeg: בַּעַל-פְּעוֹר‎‎, baʿal-pəʿōr - Aotrou an toull) zo un drougael, unan eus seizh priñs an Ifern evit ar gristenien. Sikour a ra an dud da c'hounit brud pe arc'hant en ur reiñ dezho mennozhioù krouadennoù burzhudus. Kontañ a reer e kemerfe alies tres merc'hed koant ha yaouank. Hervez ar beleg ha chaseour drougaeled Peter Binsfeld (1540-1598), Belfegor a zesach an dud war-zu al leziregezh. Hervez e levr Renkadur an droukaeled, Belfegor zo drougael al leziregezh, unan eus ar Seizh pec'hed kapital en hengoun kristen.

Bibl Gutenberg ur bajenn d'an Testamant Kozh

Istor kemmañ

Doue pagan kemmañ

Belfegor a oa da gentañ un doue kozh a veze azeulet war ar menez Pe’or, awenet e oa gant an doue Baal Fegor (בעל פעור)1, a oa bet testeniekaet en Testamant Kozh: an Hebreed gant Moizez en o fenn a baouezas gant o hent pa errujont e bro Kenaan, darn anezho a yelo gant hent an hudurnez gant maouezed moabited ha madianited a azeule an doue Baal Fegor.

Drougael kristen kemmañ

Belfegor testeniekaet en Testamant kozh a chom unan eus drougaeled pennañ an ifern.

Dictionnaire Infernal kemmañ

 
Belfegor en Dictionnaire Infernal

Evit Jacques Auguste Simon Collin de Plancy en e levr Dictionnaire Infernal.

Pennadoù kar kemmañ