Belged pe Belgae (e latin) e oa anv ur c'hengevredad bras a bobloù kelt a oa o chom en Galia an Hanternoz, etre Mor Breizh, lez kleiz ar Roen, lez hanternoz ar stêr Saena, adalek an trede kantved kent JK da vihanañ. Ne oant ket ur bobl eta, met un emglev politikel. Julius Caesar en deus graet meneg anezho meur a wech en e levr-brezel, De Bello Gallico. Darn eus pobloù kreisteiz Enez Vreizh ivez a oa Belgae.

Pobloù Galia
  • ██ Belged
  • Belged a oa en Enez Vreizh ivez.

    Piv e oant kemmañ

    Ar roll anezho kemmañ

    Istor kemmañ

    Trevadennet o devoa kreisteiz Enez Vreizh.

    O anv a voe roet gant ar Romaned d'o froviñs Gallia Belgica. En XIXvet kantved e voe roet d'ur rouantelezh nevez, hini Belgia. Belgiz avat eo a vez graet eus tud Belgia, ar rouantelezh a hiriv.

    Lennadur kemmañ

    • Victor Tourneur, Les Belges avant César, Bruxelles, La Renaissance du Livre, 1944, 115p.

    Pennad kar kemmañ

    Liammoù diavez kemmañ