Ur pennad Bia zo ivez.
Ur pennad Bianca de' Medici zo ivez.

Bianca de' Medici, a veze graet Bia anezhi (war-dro 1536 – 1añ a viz Meurzh 1542) a oa merc'h bastard Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ganet a-raok e eured kentañ, hag eñ 16 vloaz nemetken.

Bia de' Medici, merc'h da g-Cosimo I de' Medici, marvet da 6 vloaz. Goude he marv e voe urzhiet ar poltred gant he zad ouzh Agnolo Bronzino.

Mervel a reas ar plac'hig gant an derzhienn d'he c'hwec'h vloaz. He zad a c'houlennas ur poltred anezhi digant Agnolo Bronzino, unan eus pennoberennoù al livour. Gant poltred Bia eo bet awenet ar c'hizeller stadunanat Joseph Cornell.

Ur verr a vuhez kemmañ

 
Timbr alaman e 1954 diwar poltred Bia de' Medici gant Agnolo Bronzino.

N'ouzer ket piv e oa mamm Bia, met Cosimo ne oa ket koshoc'h eget 16 vloaz pa oa ganet ha ne oa ket dug-meur c'hoazh. Hervez The Tragedies of the Medici, gant Edgcumbe Staley, e veze kontet e oa ur goueriadez eus Trebbio, ma oa bet savet ar Villa di Castello gant an tiegezh Medici, pe c'hoazh e oa ur plac'h a renk uhel eus Firenze. Ne oa nemet an tad Cosimo hag ar vamm-gozh, Maria Salviati, a ouie piv e oa ar vamm, ur sekred miret mat. Met anavezet e oa Bia evel merc'h Cosimo, ha Maria Salviati a save anezhi evel he mamm-gozh.

Kreskiñ a reas el lez e-kichen Maria Salviati, gant bugale all Cosimo hag e bried.

Skrivañ a ra Giorgio Vasari en e levr Le Vite, diwar-benn Agnolo Bronzino, poltredour al lez, en devoa poltredet "anche la Bia fanciulletta e figliola naturale del Granduca": diskouez a ra he dilhad kaer hag he bravigoù pegen uhel e oa he renk el lez.

E 1542 e tivizas Cosimo ober ur veaj da Arezzo, a oa e dalc'h Firenze, ha c'hoantaat a reas degas e verc'h muiañ karet gantañ. E-pad an distro eo e tapas ar plac'hig un derzhienn a lazhas anezhi, ha hi pemp bloaz a boan.