Bignez zo kouignoù graet gant bas fritet en eoul. Gallout a reont bezañ sukret pe sall. Ul lip-e-bav aes d'ober eo, setu perak e vezont kavet e kalz broioù.

Bignez
Iskevrennad eusmeuz, fritter Kemmañ
Anv er yezh a orinBeignet Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Gant bleud, vioù hag eoul pe amann e vez graet ar bas. Bier a vez lakaet ivez e broioù zo. Ront int peurliesañ, e stumm ur walenn a-wechoù, gant un toull e-kreiz eta, evel an donut amerikan.

Bignez sukret kemmañ

Gant sukr pe gaotigell e vez gwarniset ar bignez boas. E-barzh pe war ar gorre e c'haller lakaat ar gwarnisadur-se. Frouezh (avaloù...), toaz chokolad da ledañ, mel pe a bep seurt diennoù zo doareoù all da fichañ anezho.

Bignez Bro-Dreger zo brudet e Breizh.

 
Un donut amerikan goloet e c'horre gant sukr roz.
 
Bignez boas kavet en Europa, gant kaotigell e-barzh.

Bignez sall kemmañ

Lakaet e vez legumaj (kourjetez, onion...).

Talvoudegezh vezhurel kemmañ

Hervez taolenn vezhurel "Ajañs Frañs surentez yec'hedel ar boued, an endro hag al labour" e 2013 e talv 100 g a vignez plaen kement ha 400 kcal energiezh degaset gant 6,3 g protein, 22,1 g lipid ha 42,8 g glukid (13,7 g sukr gant ar glukid)[1].

N'eo ket yac'h debriñ bignez, kalz sukr ha kaloriennoù o deus.

Notennoù kemmañ


Gwelet ivez kemmañ