Bitola (skrivet Битола e makedoneg ; anavezet evel Monastir pe Manastir gwechall, diwar hec'h anvioù gresianek, albanek ha turkek) zo ur gêr vras e Makedonia.An eil gêr vrasañ eus ar vro eo, war lez ar stêr Dragor, war-dro 600 metr a-us live ar mor. Nepell diouzh ar gêr emañ ar Menezioù Baba gant ar menez Pelister, ar gern uhelañ anezho (2601 m). Evit ar c'henwerzh hag ar sevenadur ez eo Bitola ur greizenn a-bouez e mervent Makedonia. Pennlec'h ur gumun anvet heñvel (Општина Битола, Opština Bitola) eo ivez ; ouzhpenn 86 000 a dud zo o chom enni.

Kreiz kêr Bitola

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.