Ar biz-bihan, pe biz-skouarn, eo ar biz moanañ en dorn. An hini nemetañ a c'haller lakaat er skouarn eo ivez.

Ar biz-bihan, pe biz-skouarn
Biz-bihan
Gwalenn ouzh ar biz-bihan

Dañsoù kemmañ

E Breizh, pa vez dañset an dañsoù en dro ha kas a-barzh e vez an dañserien o terc'hel biz-bihan an daou zañser a bep tu dezhe. E broioù all ez eus dañsoù heñvel: Turki, Armenia.

Broioù all kemmañ

En India e vez savet ar biz-bihan gant an dud da ziskouez emaint o vont da droazhañ.

E Japan eo boaz ar yakuza da droc'hañ ar biz-bihan evel kastiz, ha yubitsume a vez graet eus kement-se.