Blaise Compaoré zo ur politikour burkinabat ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1951 e Ziniaré, ur gêr en hanternoz da Ouagadougou. Kemeret en devoa ar galloud e Burkina Faso d'ar 15 a viz Here 1987 da-heul un taol-Stad ma voe lazhet ar prezidant Thomas Sankara. Dilennet e voe da brezidant e 1991 hag adarre e 1998, 2005 ha 2010. D'an 31 a viz Here 2014 e ro da c'houzout e tilez e garg. Emsavadegoù bras a oa bet a-enep dezhañ evit na glaskje ket mont da brezidant evit ar pempet gwech.