Unan eus stêrioù pennañ Breizh eo ar Blavezh. Tost d'an harzoù etre Kerne ha Treger, e Boulvriag emañ hec'h andon. Skeiñ a ra war-du lenn ar Blavezh e Bulad-Pestivien hag etre Gwareg ha Pondi e furm un darn eus ar Ganol eus Naoned da Vrest, ha war-lerc'h Pondi e tilez ar ganol.

Blavezh

Ar Blavezh e Pondivi
Statud stêr
Hirder 151 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad ? km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
?
En em daol e Lannarstêr
Meurvor Atlantel
Ledander er genoù ?
Andon Boulvriag, er menezioù
etre Kerne ha Treger
Adstêrioù Daoulaz,
Sulon, Faoudell,
Sar,
Brandifoud, Dore, Poullank,
Evel, Skorf, Ter

Etre Gwareg ha Pondi ivez e kresk ar Blavezh da furmiñ Lenn Gwerledan, ul lenn artifisiel savet e 1930 evit produiñ tredan. Abalamour da stankell Gwerledan, n'eus ket mui a vageerezh war ar ganol.

Bageal a c'haller war ar Blavezh etre Pondi hag ar mor avat. E Lannarstêr e vesk e zour gant hini ar Skorf.

Orin an anv kemmañ

Hervez Léon Fleuriot e teufe eus ur ger rakkeltiek blau- = glaz hag e talvezfe evit geuniek rak e Dornskrid Leiden e weler an henvrezhoneg blavati spisc'heriet evet latin paludati.

Adstêrioù kemmañ

Skeudennoù kemmañ

Red-dour kemmañ

Fonnder krenn miziek (m3/eilenn)
Savlec'h hidrologel : Kelenneg e Langedig
(Roadennoù dastumet diwar 26 vloaziad)

Pennadoù kar kemmañ