Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Bloody Mary a zo un evaj, ennañ vodka, chug tomatez, chug suraval, spisoù (ach, holen, pebr du, pebr Cayenne, riforz) pe lipig (Worcestershire sauce, Tabasco, Bouillon kub kig-bevin).

Er stalioù e vez kavet Bloody Mary hep alkool e gwerzh.

Istor kemmañ

 

Ar Bloody Mary a c'hallfe bezañ bet ijinet gant:

  • an tavarnour Fernand Petiot e 1921 pa laboure en New York Bar, anvet diwezhatoc'h Harry's Bar, un davarn e Pariz darempredet gant Ernest Hemingway hag ezvroiz stadunanat all (Andrew MacElhone and Duncan MacElhone: Harry's ABC of Mixing Cocktails, page 35. ISBN 0285633589, Souvenir Press, 1986, 1996)
  • pe an aktour George Jessel e 1939.






Anv kemmañ

N'eo ket sklaer kennebeut war-lerc'h piv eo bet anvet an evaj.

Penaos aozañ ur Bloody Mary kemmañ

Meskañ buan pe goustadik. Servijañ gant ur skourrig ach, olivez, legumaj koñfizet er gwinegr (asperjez, fav, ognon), karotez, kebell-touseg pe legumaj all; pe zoken kig (salami) pe kresteneged (chevr) ha fourmaj-laezh.

 
.

Bloody Mary a bep seurt kemmañ

Bloodless Mary
hep chug tomatez
Bloody Barbara (Bro-Saoz)
Bloody Mary hep vodka, ijinet goude ma voe savet al lezenn diwar-benn implij an etilventer gant Ministrez an Treuzdougen Barbara Castle
Bloody Beer (Sina)
bier, alies lager, e-lec'h vodka, Worcestershire sauce, pebr du, hilienn spiset, chug suraval glas
Bloody Bishop
1/2 sherry, 1/2 vodka
Bloody Bull
Bouillon kub ha chug tomatez, bet servijet e preti Brennan e New Orleans ar c'hentañ gwech ha goude-se er c'hCommander's Palace ha pretioù all ar familh Brennan.
Bloody Cab
Cabernet Sauvignon e-lec'h pe ouzhpenn vodka.
Bloody Charlie
servijet gant div olivezenn (bet meneget, hag ijinet marteze, gant Jean Shepherd e In God We Trust, All Others Pay Cash)
Bloody Eight, Eight Ball
V8 e-lec'h chug tomatez, pe 1/2 V8 hag 1/2 chug tomatez
Bloody Fairy, Red Fairy
huelenn-c'hwerv e-lec'h vodka.
Bloody Geisha, Bloody Ninja
sake e-lec'h vodka.
Bloody Hogger, "Bloody Heffer"
BaconVodka e-lec'h vodka.
Bloody Jerry
Madra Rua's Heady Veggie Vodka e-lec'h vodka ha 12 ml Guinness
Bloody LeRoy
lipig barbecue e-lec'h chug tomatez
Bloody Margaret
gin e-lerch vodka
Bloody Marghioala
Tuica (Roumania) e-lec'h vodka
Bloody Maria
tequila e-lec'h vodka
Bloody Mariyaki
lipig Teriyaki e-lec'h Worcestershire sauce
Bloody Maro, ბლადი მარო (სისხლიანი მარო)
Chacha e-lec'h vodka.
Bloody Marijuana
Green Dragon e-lec'h vodka
Bloody Mary-land, Crabby Mary
spisoù Old Bay e-lec'h holen-ach
Bloody Maureen
Guinness e-lec'h vodka
Bloody Molly
wiski iwerzhonat e-lec'h vodka
Bloody Murder
gin e-lec'h vodka, gwinegr du e-lec'h Worcestershire sauce, wasabi e-lec'h riforz, tomatezenn-kerez
Bloody Murray, Blurry Murray, Vampiro
tequila e-lec'h vodka
Bloody Pari
Arak (Aragh-e Sagi) e-lec'h vodka
Bloody Philip
wiski riz (e Tailand Lao Khao pe lambig gwenn) e-lec'h vodka
Bloody Pirate, Cubanito (Havana, Cuba)
rom du e-lec'h vodka
Bloody Shogun
memes evaj hag ar Bloody Mariyaki, ennañ wasabi e-lec'h riforz. Ijinet gant Jay Buttel and Mike "Double Nipple" Neville.
Bloody Sunshine (Saint-Louis, MO, SUA)
legumaj koñfizet er gwinegr e-lec'h ach, lipig Habinaro e-lec'h Tabasco
Bloody Scotsman
wiski skosat e-lec'h vodka
Bloody Wilbur
J. Wilbur Bloody Mary Flavoring
Brown Mary, Whiskey Mary
wiski e-lec'h vodka
Bull Shot
Bouillon kub pe «hili kig-bevin e-lec'h chug tomatez
Caesar, Bloody Caesar, Bloody Clam, Clam Digger, Red Wings, Clammy Mary
Clamato e-lec'h chug tomatez, brudetoc'h e Kanada eget ar Bloody Mary hengounel
Commander White
chug ananaz e-lec'h chug tomatez
Danish Mary, Bloody Dane
akvavit e-lec'h vodka
Michelada Clementina, "Chelada"
bier mec'hikanat e-lec'h vodka, Worcestershire sauce, lipig Maggi ha Tabasci, Clamato (chug tomatez mesket gant hili pelured). 1/2 bier hag 1/2 Clamato.
Red Eye, Calgary Red Eye, Saskatchewan Red Eye
bier e-lec'h vodka, Clamato e-lec'h chug tomatez. 1/2 bier hag 1/2 Clamato
Red Hammer (SUA)
Er bloavezhioù 1950 pa veze skort ar vodka e SUA ar reter e veze graet Bloody Mary eus an evaj, ennañ gin e-lec'h vodka. Pa voe vodka e-leizh er stalioù adarre e voe graet Red Hammer eus ar Bloody Mary hengounel e-pad ur pennad.
Ruddy Mary
gin e-lec'h vodka
Screw Mary
1/3 vodka, 1/3 chug orañjez, 1/3 chug tomatez pe V8, spisoù
Slutty Mary
servijet gant ur silzigenn pe muioc'h vodka
Virgin Mary (SUA), Bloody Shame (Aostralia), Bloody Virgin
hep alkool

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ