Bohdan Khmelnytsky eus ar c'hlan Abdank (en ukraineg : Богдан Зиновій Хмельницький), bet ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1595, aet da Anaon d'ar 27 a viz Gouere 1657, a voe ur penn-kadour hag ur rener politikel evit Kozaked Ukraina. Aozañ a reas un emsavadeg vras enep an noblañs Polonat e 1648. Goude e varv e teuas Bohdan Khmelnytsky da vezañ arouez stourm ar Gozaked evit o frankiz hag un haroz ukrainat.