Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur savadur stumm ur wareg en e greiz eo ar volz-enor gant ur volzenn etre div dolzenn vañsonerezh m'emañ o pouezañ warno.
Savet e vez bolzioù-enor a-dreuz an hentoù pe war o lezoù. Evit enoriñ an unpennoù hag ar pennoù brezel e vezont savet peurliesañ. Lod anezho zo bet savet a-dal da ramparzhioù ar gêrioù mogeriet. Gwechall e veze bolzoù-enor da-c'hortoz, (graet e prenn) en antreoù ar c'hêrioù pa veze ur roue o tont e-barzh. Koulskoude eo bet brudet ar Romaned pa oant kustum da sevel bolzoù-enor graet e mein-benerezh en enor d'an trec'hioù graet gant o impalaerien hag o jeneraled.
Renevesaet eo bet ar c'hustum gant unpennoù Europa adal ar XVIIvet kantved, gant Loeiz XIV a Vro-C'hall hag meur ar roue all da c'houde. An diktatour gall Napoléon Bonaparte en deus lakaet da sevel div volz-enor e Pariz (An Ambroug-kezeg hag ar Steredenn).

Bolz-enor Titus e Roma (Italia), gant an enskrivadenn Senatus Populusque Romanus war an talbenn o tiskouez anvioù ar saverien.

Bolzoù-enor brudet kemmañ

  Alamagn
  Aostria
  Belgia
  Bro-C'hall
  Italia
  Kroatia
  • Bolz-enor Sergius e Pula (Istria)
  Libia
  Rouantelezh-Unanet
  • Bolz-Enor-Marmor (Marble Arch) e Londrez
  Spagn