Bombezadeg Hải Phòng

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Bombezadeg Hải Phòng, pe L'incident de Haiphong[1] a vez graet eus bombezadeg porzh kêr Hải Phòng gant teir bag-brezel eus ar morlu gall d'an 23 a viz Du 1946[2].

  • ██ Hải Phòng e Viêt Nam
  • Kartenn eus Hải Phòng e 1920

    Ur 6 000 den bennak a vije bet lazhet, trevourien an darn vrasañ anezho. Hervez istorourien Viêt Nam e vefe tost da 20 000 den hag a oa bet lazhet, enno tud ar gêriadenn hag an dud a guitae kêr ha ne oant ket annezidi al lec'h. Tabut a sav hiziv an deiz c'hoazh e-keñver an niver a reuzidi, lod o lavarout ne oant nemet war-dro 300[3].

    Dre ar vombezadeg-se e voe roet nerzh ha harp d'ar Việt Minh evit kregiñ gant argadennoù lec'hel a voe mammenn da Emgann Hanoi d'an 19 a viz Kerzu 1946, a voulc'has Brezel Indez-Sina (1946-1954).

    Bombezadeg ar morlu kemmañ

    Tabut zo evit gouzout peseurt bigi o devoa bombezet Hải Phòng. Tri lestr eus ar Marine nationale a voe.

    Ar morreder Suffren a vefe bet ar vag pennañ er vombezadeg[4], harpet gant ar vag ambrouger (ez aviso) Chevreuil[5] hag Émile Bertin.

    Kaoz a vez a-wechoù eus al lestr-ambroug Savorgnan de Brazza.[5]

    An niver a dennoù hervez pep bag
    • Savorgnan de Brazza : 348 tenn O.E.A. 138 mm
    • Dumont d'Urville : 206 tenn O.E.A. 138 mm
    • Chevreuil : 297 tenn O.E.A. 102 mm
    • Suffren : 69 tenn O.E.A. 203 mm

    D'an 23 a viz Du 1946 da 9 eur, un ultimatum tri c'hard eur a zo roet d'ar vietnamiz a-raok un dagadenn dre zouar eus Haïphong. An dagadenn a vez enebet, ar c'horonal Debès, war urzhioù ar jeneral Valluy hag en devoa urzhiet dezhañ « de donner une dure leçon à ceux qui nous ont traitreusement attaqués », a c'houlenn gant ar morlu bombeziñ porzh. Tri bag brezel, ar Chevreuil, Savorgnan de Brazza ha Dumont d'Urville, a zistruj tiez gant obuzennoù 138 ha 152.

    Henri Martin, a oa war bourzh ar vag Chevreuil, a embann e oa bet ar Suffren o kemer perzh ivez, betek-henn n'eus prouenn anat ebet o tougen e gaozioù.

    An tennoù a vez kaset ivez gant ar vartoloded war trevourien a oa o terc'hout rak an emgann, marteze mat e vefe bet kredet e oant stourmerien o tagañ hervez Paul Mus. Karterioù sinaiz ha vietnamiz porzh a zo peurzistrujet.

    Notennoù ha daveennoù kemmañ

    1. (fr) Le point, 15/12/2011
    2. (en) World History, 14/06/2015
    3. (fr) DALLOZ, Jacques. Dictionnaire de la guerre d'Indochine, 1945-1954. Paris : Armand Colin, 2006 (ISBN 978-2-200-26925-8)
    4. (en) TUCKER, Spencer C.. Vietnam. London : Routledge, 2002 (ISBN 978-1-135-35779-5)GoogleBooks
    5. 5,0 ha5,1 (fr) GÉLINET, Patrice. Indochine 1945-1954 – Chroniques d'une guerre oubliée. Paris : INA, 2014 (ISBN 978-2-7357-0387-6)GoogleBooks