Bona di Savoia (1275-1300)

priñsez

Bona di Savoia (1275-1300) a oa ur briñsez eus Savoia.

Merc'h henañ ar c'hont Amadeo V hag e bried kentañ, Sibila de Baugé, e oa Bona. He zad Amadeo, a oa un diplomat eus ar re wellañ, a implijas e eizh merc'h d'ober emglevioù politikel.

Bona a oa an hini henañ a voe roet da zimeziñ da Jean de Vienne e 1280. Daou vloaz goude en em gavas intañvez hep bugale.

Bloaz goude ec'h addimezas gant Hugo de Borgoña, aotrou Montbauson. Eizh vloaz goude e varvas Bona divugel.