Boreas (Βορέας e gregach) eo anv avel yen an hanternoz e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra e anv kement hag avel an hanternoz, pe an hini a zebr.

Skrapidigezh Oreithyia gant Boreas, oinoc'hoe apulian dremmoù ruz diwar zorn Livour Salting, war-dro 360 kent JK, mirdi al Louvre.

Unan eus an Anemoi eo, kar ha par eo d'an Aquilo latin. Avel ar goañv eo, kreñv hag imoret fall. Diskouezet eo bet evel un den kozh askellek, gant blev ha barv hir, ur grogenn gantañ. Hervez Pausanias n'eo ket treid en doa Boreas met naered. Koulskoude eo treid denel askellek a weler dezhañ en oberennoù arzel.

Liammet e veze e anv ouzh ar c'hezeg. Lavaret e veze e oa tad da zaouzek ebeul, goude kemeret gantañ stumm ur marc'h, diwar kezekenned Eric'hthonios, roue Troia. Al loened-se a oa brudet da redek er parkadoù greunek hep kerzhout war ar plant.

Plinius a gave dezhañ, en e Naturalis istoriae‎ (iv.35 ha viii.67) e c'halle ar c'hezekenned kaout ebeulien hep skoazell marc'h. Hellaziz a grede edo Boreas o chom e Trakia.

Tad e oa Boreas

Diwezhatoc'h e oa bet kaoz eus Boreas evel tad Boutes ha Lykourgos (diwar mammoù disheñvel), hag evel serc'h d'an nimfenn Pitys.