Borut Pahor, lesanvet "ar prezidant Instagram", ganet d'an 2 a viz Du 1963, zo ur politikour sokial-demokrat eus Slovenia. Bet eo prezidant ar vro abaoe Kerzu 2012. Bet e oa kentañ ministr etre miz Du 2008 betek miz C'hwevrer 2012.

Borut Pahor e 2010.

Trec'h e oa bet war Danilo Türk, prezidant kozh ar vro, e-pad an dilennadeg dalc'het d'an 2 a viz Kerzu 2012. Tapet e oa bet gantañ tost da div drederenn eus ar mouezhioù. D'an 12 a viz Du 2017 e oa bet addilennet Pahor gant 53% eus ar mouezhioù.

Vladimir Putin ha prezidant Slovenia, Borut Pahor, e 2016.