Brahmagupta (sañskriteg : ब्रह्मगुप्त), ganet e 598 a-hervez hag aet da anaon e 668 pe 670, e Multān, en Indez (e stad Pakistan hiziv-an-deiz), pe en Ujjain (unan eus 7 kêr sakr India), a oa ur matematikour hag ur steredoniour[1].

Brahmagupta

Mab Jisnugupta e oa.

Brahmagupta a zo unan eus pouezusañ matematikourien India ha pouezusañ matematikourien e vare, hag implijet en deus bet e varregezh war ar matematik war dachenn ar steredoniezh.

Div oberenn veur a zo bet savet gantañ : ar Brāhmasphuṭasiddhānta (sañskriteg : ब्राह्मस्फुटसिद्धान्त, brezhoneg : Ouzhpennadur d'an tennad Brahma) e 628 hag ar c'hKhandakhādyaka e 665. An hini gentañ a zo un oberenn gant teoriennoù, an eil o vezañ danvezioù pleustrek enni.

Teoriennoù Brahmagupta kemmañ

Matematik kemmañ

Brahmagupta a zo bet an hini kentañ o reiñ ar reolennoù evit gellout jediñ gant ar sifr "Zero"[2],[3].

Steredoniezh kemmañ

Brahmagupta eo ar matematikour kentañ a zo bet oc'h implij an aljebr e bed ar steredoniezh. Gant ar sell-se e klaskas termeniñ pad ar bloavezh. Kinnig a rae : 365 devezh, 6 eurvezh, 5 munutenn ha 19 segondenn. En e eil oberenn ar c'hKhandakhādyaka, skrivet e 665, e voe kinniget 365 devezh, 6 eurvezh, 12 munutenn ha 36 segondenn gantañ.

Ar pad resis a zo 365 devezh ha 6 eurvezh.

Douaroniezh kemmañ

Brahmagupta en deus jedet e oa ar voull-douar ur sferenn, gant un dro-gelc'h a 36000 km[4].

An hed gwir a zo 40075 km[5].

Oberennoù Brahmagupta kemmañ

Doare skrivañ oberennoù Brahmagupta a zo implij pennadoù pe gwerzioù dre verrdro ar pezh a oa boas gant matematikourien Indez d'ar mare-se. Taolet e vez ur blaz barzhoniezhel war an oberennoù en doare-se.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ