Breda

kêr izelvroat en Brabant an Hanternoz

Breda zo ur gêr er c'hreisteiz d'an Izelvroioù, e kember ar stêrioù Mark hag Aa, e proviñs Noord-Brabant.

Spanjaardsgat

168.398 a oa enni d'an 1 a viz Gouhere 2005.

Istor kemmañ

Dalc'het e oa gant tiegezh Brabant adalek an XIIvet kantved, betek ar bloavezh 1404, pa zegouezhas e tiegezh Nassau.

Aloubet e voe gant ar Spagnoled e 1581, en amzer ma rene Tiegezh Aostria, hag e 1590 e voe kemeret gant Izelvroiz en-dro. Derc'hel a rejont kêr betek 1625, pa voe adkemeret gant ar Spagnoled. An darvoud-se eo a voe livet gant Diego Velázquez.

Mell-droad kemmañ

NAC Breda zo unan eus skipailhoù bras ar vro.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.