Brelevenez (Lannuon)

kumun Aodoù-an-Arvor

Brelevenez (distaget berlewene, berlawene pe berlawine er vro) a zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Ul lodenn eus Lannuon eo bremañ.

Skalieroù Brelevenez (Lannuon)

Douaroniezh kemmañ

War un huel, a-us al Leger ha richer Stang ar Bev.

Kumunioù amezek -kent 1961)

Servel; Sant-Ke-Perroz; Louaneg; Rospez; Bulien; Lannuon

Anv kemmañ

B. Tanguy : Par. de Brelevenez, 1330; eccl. de Rusque alias Brellevenez, fin XIVvet; Brelevenez, 1394

E. Vallerie : Brelevernetz, Brelevenez, 1330; Brelevenez, 1394; Brelivenez, 1420; Brenelevez, 1433; Brelevenez, 1516; Berlevenez, 1731; Berlévenez, 1779

Stag eo orin an anv ouzh hini an anv latin Mons Gaudii, Montjoie e galleg, a veze roet d'ul lec'h uhel, ma weled, diwar e lein, al lec'h santel a oa dibenn ar veaj.

Ardamez kemmañ

Istor kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 68 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,40 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1].

Eil Brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas trizek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[1].

Lannuon kemmañ

  • E 1961 e voe staget ouzh kumun Lannuon.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Chapel ar Rusked
  • Maner ar Gozhkêr
  • Maner ar Rest-Vras
  • Maner, pe kastell, ar C'hruguilh[2].
  • Monumant ar re varv.
 
Iliz Brelevenez

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

[3]

Melestradurezh kemmañ

  • N. Le Huërou a oa maer e 1837 ha N. Salaün e 1860[4].

Tud kemmañ

  • Ivona Galbrun, skrivagnerez hag emsaverez, bet o chom e-pad pell eno, hag interet er vered.
  • Frañsez Kervella, ganet e Dirinonn d'an 31 a viz Genver 1913, marvet e Lannuon d'an 10 a viz C'hwevrer 1992. Bet interet e Bered Langoad, e-kichen e vab.
  • Ivetig an Dred (1923-2009), gwreg Frañsez Kervella, skrivagnerez hag emsaverez, bet o chom e-pad pell eno, hag interet er vered. Resevet he doa Kolier an Erminig e 1994.
  • Maria Prat, skrivagnerez, bet o chom e-pad pell e traoñ skalieroù Brelevenez. Interet er vered.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  2. (fr)[1]
  3. (fr)Cassini - EHESS
  4. (fr)Société D'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310